Appuyez sur “Entrée” ou cliquez sur l'icône de recherche pour afficher les résultats.

Déchiffrages en attente

Comparer les versions : Page 83 (#84)

Carnet ED, 1893-1895
Statut : Approuvé
Révision :
Page créée avec « [texte en breton] »
Ligne 1 : Ligne 1 :
 +
80
 +
Etre Riouzic hac ar Vele Wenn
 +
E oa moned vel kellien
 +
 +
Doue hen eus permetet
 +
Ar [rout?] ganthe hen eus chanchet.
 +
D'an Douar newez neuz ho c'hasset.
 +
E Douar Newez n'int arriet
 +
Eno ec'h it bet commerret,
 +
Allaz gant an Durkianed.
 +
E Turki pa int arriet
 +
Er c'hraou da lardan int laket
 +
Vel ve gret er vro man d'al loened
 +
Eur plac'h iaouanc deuz an Durki
 +
A ia da gass boed d'he da dibi.
 +
Ar plac'h iaouanc a lavare
 +
D'an den fur iaouanc eun de oe
 +
— Den fur iaouanc d'in e leret
 +
Pera ê levr bihan a lennet
 +
— Heman e breuviel ar Werc'hès
 +
E nenv hac en douar rouanez
 +
Ha mamm d'imp ni oll assamblès.
 +
— Den fur iaouanc d'in o leret
 +
Ho levr bihan din a brestet.
 +
Ia, da lenn ar pez a geret
 +
Ewit da wired na po-han ket.
 +
Heman e breuviel ar Werc'hès
 +
En nenv hac en douar rouanez.
 +
Ar plac'h iaouanc a lavare
 +
D'an [?] den zeantel an de ze.
 
[texte en breton]
 
[texte en breton]