Appuyez sur “Entrée” ou cliquez sur l'icône de recherche pour afficher les résultats.

Déchiffrages en attente

Comparer les versions : Page 190 (#191)

Carnet ED, 1893-1895
Statut : Approuvé
Révision :
Page créée avec « 187 [texte en breton] »
Cette révision a été marquée comme approuvée.
Ligne 1 : Ligne 1 :
−
187
+
 
−
[texte en breton]
+
Met an amzer a oa brao braz
 +
Met pa c'hes en dour a sklassas
 +
 
 +
Sklassas he [wad?] n'he [oazio?]
 +
N'alle ket finwal he vempro.
 +
 
 +
Deuz ar Sklerder Iannic Derrien
 +
Pa c'hes d'ar [foar?] oa n'he gichen
 +
 
 +
Mes heman oa c'hoaz re iaouanc
 +
Wit rei d'ezhan [zontajamant?].
 +
 
 +
— Adieu ma mamm, Adieu ma zad,
 +
Birwiken n'o kwel ma daoulagad
 +
 
 +
Adieu breudeur ha c'hoarezed
 +
Birwiken n'ho kwelan war ar bed.
 +
 
 +
A Bontguennec ar [mal?] henan
 +
P'hen eus bet glewed kement-man
 +
 
 +
A diwisk dillad, c'ha en dour
 +
En [avis?] rei d'ezhan zikour.
 +
 
 +
Pa oa arri bars on andret
 +
Elec'h ma oa an den beuet
 +
 
 +
En fons an dour en he c'hourve
 +
Dindan eun torcad morgore (algues)
 +
 
 +
Na grede ket plunj warnezhan
 +
Pa na oa no nemert-han
 +
 
 +
Gant aon a deufe d'hen amarrin
 +
Ha d'en derc'hel er fons da veuzin (1)
 +
 
 +
An otro Mer ha Kerscoado
 +
Setu eno ho hanoïo
 +
 
 +
Hen eus diesset n'heun mès
 +
Hac hen lakéet war an trez.
 +
 
 +
[en marge] (1) A Blomanac'h Iann [Stephanic?]
 +
C'ha dewalerc'h gant he vag di
 +
 
 +
C'ha en dewarlerc'h gant he vag
 +
En esper dont d'he sauvetad.