Appuyez sur “Entrée” ou cliquez sur l'icône de recherche pour afficher les résultats.

Déchiffrages en attente

Comparer les versions : Page 232 (#233)

Carnet ED, 1893-1895
Statut : Approuvé
Révision :
Page créée avec « 229 [texte breton] »
Cette révision a été marquée comme approuvée.
Ligne 1 : Ligne 1 :
−
229
+
 
−
[texte breton]
+
Dizoursi potred ho cavan
 +
[Bega?] ho Kourmikel da bëan (bis)
 +
 
 +
Marc'hadour dremen dre aman.
 +
 
 +
Mont ra en traou gant an hent-meur
 +
[Daloud ro?] boan moned d'hen heul.
 +
 
 +
II
 +
 
 +
Noel Ranno a levere
 +
D'ar marc'hadour p'en rancontre
 +
 
 +
Na dremen marc'hadour dre aman
 +
Na memb gwerz boutaillad diganthan
 +
 
 +
— Daled gwerz daou, daled gwerz tri
 +
Et d'efan d'an hosteleri.
 +
 
 +
— N'e ket gwer boutail claskan me
 +
Me [illisible] cad ar ialc'h pe ar vuhe
 +
 
 +
— Na lezet ganin-me ma buhe (bis)
 +
Me rei d'ac'h choas a dri ankane.
 +
 
 +
Nini zo aroc gant he lost gwenn
 +
Zo zammet a aour hag arc'hant gwenn
 +
 
 +
Zo zammet a arc'hant hag a aour
 +
Biken, potred, na vefet paour
 +
 
 +
An hini zo 'n c'hreiz zo sur marc'h griz
 +
Zo zammet a lien hollandiz.
 +
 
 +
Hag ac'h a pewar scoet ar walenn
 +
Potred, n'oc'h ket wit hen dougen.
 +
 
 +
Hag an hini warlerc'h, ar marc'h rouz
 +
Zo zammet a zeï hag a voulouz.