Appuyez sur “Entrée” ou cliquez sur l'icône de recherche pour afficher les résultats.

Déchiffrages en attente

Comparer les versions : Page 260 (#261)

Carnet EF, 1897-1905
Statut : Approuvé
Révision :
Page créée avec « [texte en breton] »
Cette révision est marquée comme complète.
Cette révision a été marquée comme approuvée.
Ligne 1 : Ligne 1 :
−
[texte en breton]
+
3
 +
 
 +
Hen da c'hrognal eun tam, 'vel just, 'n eur chassa daou
 +
hanter ar barrier an eil ouz éguilé, hag o c'hober eur scourm
 +
mad d'ar chaden. Eur vech êt en ale, dindan ar gwez téfal
 +
dû, et teuas 'n he spéret ar c'hornedad distinguet a raje
 +
'rôk mont da gousket, en corn an tan, 'n eur domma he
 +
dreid. Gonéet awalc'h 'n efa 'neï, en gwirionè !
 +
 
 +
Mes, kerkent er porz, e chomas battet. An arched a
 +
nefa cât brezamon war he hent a oa laket a dreuz he dor
 +
hac ar pewar gwaz oa 'n ho zaw reut en
 +
kichen, daou en pep penn.
 +
 
 +
Jozon Briand na oa ket eur c'hréner, pe ne gwir a oa bet er
 +
brezel en amzer an Napoléon koz. Hen da vont uz eün d'ar
 +
pewar gwaz :
 +
 
 +
— N'em drompet oc'h a di, éméan ; aman na neus dén
 +
a gément néfé groet kémer muzur ewit ar pemp planken.
 +
 
 +
— An hini a neus diasset anomp na nemp dromp james,
 +
a respontas assambles ar pewar gwaz.
 +
 
 +
Hag a oa ho mouez 'vel pa vije deut a dreuz douar ar
 +
ré varo.
 +
 
 +
— C'héomp da wélet sé ! émè Jozon Briand
 +
 
 +
Ha e rês eur gammed dreist an arched, 'wit dieri assor.
 +
Na oa ket kentoc'h antréet ma vankas he daoudroad dindan-
 +
han ha ma loskas eun huanaden hir. Oa deujer da had-