Appuyez sur “Entrée” ou cliquez sur l'icône de recherche pour afficher les résultats.

Déchiffrages en attente

Comparer les versions : Page 114 (#114)

Carnet V, 1910-1911
Statut : Approuvé
Révision :
Page blanchie
Ligne 1 : Ligne 1 :
 +
'N Beret Peroénan p'arrio
 +
Na vo hini en tréméno.
  
 +
V
 +
 +
Jouan ar Petit a lare
 +
D'Eroan ar Bornic, ar beure :
 +
- Ma yontr Eroan, mar am c'hredet,
 +
Jouan ganimp na deuio ket.
 +
- Drouc pe vad gant nep a gomzo
 +
Youan gant al lestr a yelo.
 +
 +
VI
 +
 +
Eroan ar Bornic a lare,
 +
Deuz ar Gosquer pa zortie :
 +
- Leal, Maharit Gwignanvac'h
 +
Ganec'h a chom mado awalc'h.
 +
A winiz e leun ho cringner
 +
Ha pep sort gwin zo 'n ho cellier,
 +
Bea c'heuz gwin gwenn, gwin claret,
 +
D'efa, Mac'harit, d'ho sec'het.
 +
Kesset mab ar Ru deuz ho ty
 +
Bed eur vatès d'ho servijin (bis)
 +
Véet digaquet diouthi.
 +
 +
VII
 +
 +
Jouan ar Bornic a lare
 +
D'he vamm, bars al lestr pa bigne :
 +
- Enn eul lestr newe a bignan;
 +
Marteze ken na retornan.
 +
Me am eus lezet en armer
 +
War dro enn tregont mouchouer.
 +
Ha c'hoaz d'ei, pa dispartie,