« 4:45:3585 » : différence entre les versions

De Transcrire-Wiki
Aller à la navigation Aller à la recherche
(Page créée avec « Kornédad ? butun Jozon Briand [texte en breton] »)
 
Aucun résumé des modifications
 
(Une version intermédiaire par un autre utilisateur non affichée)
Ligne 1 : Ligne 1 :
Kornédad ? butun Jozon Briand


[texte en breton]
Kornédad butun Jozon Briand
 
Jozon Briand oa d'ar c'houls-sé o chom en Gwervarker.
Me gomz d'ac'h war dro eun tri-ugent vla bénag. Custum
a oa, d'an abardé, goudé koan, achu ar pédenno, da vanel
en corn an tan d'ober eur c'hornédéd butun. An noz-sé, kistion
d'éhan da voura hé gorn, é c'hêz en humor o welet na
chommè ganthan nemert eun tam poultr butun en fons hé  ialc'h.
 
He wroég a laras d'éhan, war hé c'hein dija 'n hé gwélé
cloz.
 
— Offr da humor fall d'an ôtrô Doué, Jozon. Welloc'h a zé
a gafi da gornédad arc'hoas.
 
— N'ê ket d'an oad a c'hon, marfad, a vé chanchet a c'hiz,
émê ar merer.
 
— 'Wit tud an ti a zo êt tout da gousket.
 
— N'euz forz ! Me iel ma unan d'ar bourg da gerc'het
butun.
 
Hag ober a rês evel ma lérê.
 
Arôk ariout en bourg Perwénan na néfa da drémen Barr
an Heol, eun toul fall, evel ma ouzoc'h. A viskoaz, herve ma
lerer, a zo éno, er c'hroaz-hent, eur wroac'h o iédal an
dud diwêd. Calz a gonter a zo bet groet vil d'hê ganthi.

Dernière version du 20 septembre 2022 à 15:57

Kornédad butun Jozon Briand

Jozon Briand oa d'ar c'houls-sé o chom en Gwervarker. Me gomz d'ac'h war dro eun tri-ugent vla bénag. Custum a oa, d'an abardé, goudé koan, achu ar pédenno, da vanel en corn an tan d'ober eur c'hornédéd butun. An noz-sé, kistion d'éhan da voura hé gorn, é c'hêz en humor o welet na chommè ganthan nemert eun tam poultr butun en fons hé ialc'h.

He wroég a laras d'éhan, war hé c'hein dija 'n hé gwélé cloz.

— Offr da humor fall d'an ôtrô Doué, Jozon. Welloc'h a zé a gafi da gornédad arc'hoas.

— N'ê ket d'an oad a c'hon, marfad, a vé chanchet a c'hiz, émê ar merer.

— 'Wit tud an ti a zo êt tout da gousket.

— N'euz forz ! Me iel ma unan d'ar bourg da gerc'het butun.

Hag ober a rês evel ma lérê.

Arôk ariout en bourg Perwénan na néfa da drémen Barr an Heol, eun toul fall, evel ma ouzoc'h. A viskoaz, herve ma lerer, a zo éno, er c'hroaz-hent, eur wroac'h o iédal an dud diwêd. Calz a gonter a zo bet groet vil d'hê ganthi.