Différences entre les versions de « 4:44:3141 »
Ligne 1 : | Ligne 1 : | ||
− | + | ||
A [war?] he brec'h oa eur buguel | A [war?] he brec'h oa eur buguel | ||
Hag a oa kaer evel eun êl. | Hag a oa kaer evel eun êl. |
Version actuelle datée du 14 septembre 2022 à 10:27
A [war?] he brec'h oa eur buguel Hag a oa kaer evel eun êl.
En han Doue meï ma den mad Ma repuet n'eun tu bennag
Ha pa oe n'eur marchossi ve E couskfomp ma buguel ha me.
Ar païzant pa hi clewas En he dorn ractal a grogas
Deut bars em zi lojet veet Assambles ganimp e coanfet.
Pa deus [?] é [hoanio] finisset En he c'hichen [c'h?] ê azéet
— A betore bro, a bep canton. C'hui zeblant beza groeg a fesson.
Herve ho fesson a zeblant dïn E peuz calz dimeuz a anoui,
— Me mei, zo natif a Nazaret A ligne nobl ec'h on ganet
A ligne nobla zo er bed : Merc'h [Jouanin?] ec'h on hanvet.
A zo deut er vor man da bedin Eun den hag a zo mignon d'in.
Da jouissan deuz [eun] heritaj, Eur récompans a gavo braz.
Ma car ar [bec'henien ostinet?] Dont da dilezel o leïou Doue