4:44:3140

De Transcrire-Wiki
Révision datée du 14 septembre 2022 à 10:27 par Rossana (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Aller à la navigation Aller à la recherche

Met abenn ma oant arri [?] a oa beuet.

(Marie-Yvonne Monfort) Ile Grande

Canomp eta gant an Ele D'ar Werc'hez eur c'hantic newe

Evit beza mamm d'hon zalwer Hag eur zicour vraz d'ar pec'her

Gwerc'hez Vari, templ an drindet, C'hui a verit beza meulet

Abalamour d'ar garantez Oc'h eus bet ewit hon ine.

N'eur villagèn deuz a Voutier Dremdost da Eskopti Sant-Omer

Zo eun den charitable meurbed En andret ar [bervien] [zomet?]

An den ma n'oa doujans Doue En andret ar bervien carante.

Hag aroc an aluzon D'ar bervien a greiz he galon.

En noz na vije ket lojet En he di eur paour bennaket

E commancè hemann da oélan Sonjal vije fachet Doue outhan.

Eun nosvez pa oant o coanian Holl dud he di sambles ganthan

Hac oc'h arriout ar Werc'hès C'hi gwisket e giz eur baourez.