4:45:3390

De Transcrire-Wiki
Révision datée du 19 septembre 2022 à 08:56 par Rossana (discussion | contributions)
(diff) ← Version précédente | Voir la version actuelle (diff) | Version suivante → (diff)
Aller à la navigation Aller à la recherche

- Petore torvejo c'heuz-hu gret Da Rom mar c'hoantaet moned ?

O den abed na glew ze Me ar Pab a Rom, hennez rafé.

Ar plac'hic iaouanc a lavare D'he c'hamaradez eun de a oe:

- Ma c'hamaradez mar am c'heret Ganin me da Rom a teufet.

- O ia dre chraz doue hag an Drindet Me iel ganec'h da Rom pa gerfet.

Pa oant gant an hent o voned Tri c'hloarec iaouanc deuz rancontret. (bis) Ho c'haluzon onthe deuz goullet.

- Nan [dastoue?] an aluzon C'hui a po ha lod deuz hon pardon

- N'aluzon dac'h hu na rifomp ket Car chui a zo grweg d'eur belek.

Roet zo pouar d'an oll veleïen Da absolvi n'oll cristenien

Nemet groage ar vêleienn. Se zo daonad evit biken.

Pa oant gant hent avancet Tri c'habusin coz deuz rancontret.