4:50:4370

De Transcrire-Wiki
Aller à la navigation Aller à la recherche

110

Youan ar Bornic a lare (bis) - Dalet, ma mamm, ma alchoue Digoret ma fress zo 'r Gosquer A zo ennhan tri mouchouer Hag en kichen eun diamant Reit-he mar plich d'am mestres coant.

VIII

Jouan ar Bornic a lare Pa oe war bont al lestr newe :

- Nag a dud zo er gwarido, Us hon gweled quitad ar vro ! Mari Penhuel zo ive : Setu hi war Grec'h ar Roue; Eman an dour 'n hi daoulagad. Penos a c'hell hi c'halon pad ?

IX

Ha gant ar mor evel mac'hent, War gement oll a remerquent, A verdeidi a lare, An eil d'eguile deus anhe:

- Setu eul lestr newe aman (lestr) Hag a zo seiz maestr lestr ennan Ma'n dije bet hepken unan Na nem golfe ket ker buhan. Tud al lestr newe a c'houlle Ouz ar verdidi eun de oe :